Breyten Breytenbach

Breyten Breytenbach e 2009

Breyten Breytenbach (Bonnievale, Kab ar C'hornaoueg 1939) zo ur skrivagner eus Suafrika hag a skriv en afrikaneg hag e saozneg.

Dre ma oa enebet ouzh an apartheid en doa kuitaet Suafrika da vont da vevañ da Bariz, e Bro-C'hall, e deroù ar bloavezhioù 1960. Eno e oa dimezet d'ur vaouez a oa Vietnamiz he hendadoù. Abalamour d'an dra-se ne c'hallas ket distreiñ da Suafrika, rak lezennoù ar vro-hont, "The Prohibition of Mixed Marriages Act" (1949) ha "The Immorality Act" (1950) a zifenne an darempred etre un den gwenn hag un den eus ur "ouenn" all.

E Pariz e kendalc'has gant e stourm a-enep an apartheid hag ar ouennelouriezh. E 1975 e klaskas mont da Suafrika, dre guzh, met harzet e voe, barnet ha kondaonet da nav bloavezh toull-bac'h. E Kerzu 1982 e voe lezet da vont en e frankiz ha distreiñ a reas da Vro-C'hall. Sellet a reer outañ evel unan eus ar gwellañ barzhed afrikanek, met skrivet en deus e saozneg ivez.

Goude diskar an apartheid e tistroas da Suafrika da gelenn e skol-veur ar C'hab. Labouret en deus ivez evel kelenner e skolioù-meur Dakar ha New York.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy